Mont d’an endalc’had

Pajenn:Ernault - Gwerziou Barz ar Gouet.djvu/83

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ



VIII


AR BALEER-BRO KURIUZET


――――


Eun den ’oa ’vale bro, da greiste a zeuas
En eun hostaleri elec’h ma c’houlennas
Bara, boutailhad jist hag eun tam da brejañ ;
Ma vijac’h en e lec’h ho poa graet eveltañ.

’Oa ket war e gador hon den azezet mat
Hag heñ krog en e voed hag en e voutailhat,
Pa deuas an hostiz hag an dud ’oa eno
D’hen eskinañ dioustu dre bep seurt goulenno.