Mont d’an endalc’had

Pajenn:Ernault - Gwerziou Barz ar Gouet.djvu/79

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


An diweza e oe Milon,
Eur gwir glac’har en e galon,
Souchet e ben gantañ tristik,
O tont war e varc’h, goustadik.
Roland a oa warlerc’h e dad ;
Eun doare vrao gantañ, avad,
’Tougen ’n e zorn deou ar goaf hir
Hag en hini kleiz ar skoed dir.

Pa oant tostik deus ar palez
M’edo ’n impalaer hag e lez,
Ar pautr a denn dioc’h skoed e dad
Ar pez oa e kreiz d’her c’haerad
Hag a lak ar maen lugernus
’N oa bet digant ar ronfl euzus ;
Eul luc’h ken kaer en deus taulet
Evel an heol benniget.