Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
Edo ’r c’hont Richard o kerzet
Kichen e varc’h, ’pa goall-garget
Gant gwiskamant dir ar pautr bras,
E harnez hag e gleze noas.
— Neb a glasko er c’hoad, ’mezañ,
’Gavo peziou all ’vel re-mañ :
Sonjet em eus oa ze traoarc’h,
Gant aon am oa krewi va marc’h ! —
Garin a weler deus a-bell
’Tougen skoed ar ronfl en uc’hel.
— Hemañ zo trec’h, en deus ar skoed,
Digas a rey ar maen bruded !
— Ar skoed zo ganiñ, autronez,
Me garfe kaout ar maen ivez ;
’Met p’ am eus kavet ar skoed-mañ,
Oa bet diframmet dïoutañ. —