Mont d’an endalc’had

Pajenn:Ernault - Gwerziou Barz ar Gouet.djvu/68

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


’Oa ket peurlavaret e c’hir,
P’en deveus kroget er goaf hir,
Staget ar c’hlenv ous e vorzed,
Ha skoed e dad buhan taped ;
Hag heñ lammout war ar marc’h mad
Ha mont goustadik dious ar c’hoad :
E galon a bike gant aon…
Na zihunfe e dad Milon.

Pa oa o tont gant ar mene,
Ar ramps o c’hoerzin a lare :
— Petra fell d’ar seurt babig, ’ta,
Pintet war ar pikol loen-ma ?