Mont d’an endalc’had

Pajenn:Ernault - Gwerziou Barz ar Gouet.djvu/67

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


Ma tec’he dirazo timad
Yourc’hed ha kirvi eus ar c’hoad ;
Ar pautr Roland en deus gwelet
’Teue al luc’h-ze dioc’h eur skoet,
Skoed eun den bras a ziskenne
Euzus, divent, gant ar mene.

Ma teuas-heñ da brederiañ :
— Ne dal ket kaout aon, emezañ.
Arabad ’vit ar c’hos loen-ma
Tenn ma zad eus e hun gwella :
Mar deo kousket kouls ha nikun,
E varc’h hag e skoed zo dihun,
Kouls hag e c’hoaf hag e gleze ;
E vab Roland a zo ive ! —