Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
Rak e wele eun tasmant ! eur pikol den e oa,
Eur ronfl du, krog en eil zac’h ; ha, ken sioulik ha tra,
’Vont war e zeuliou ; mechans, da viret d’añ ar boan
Da zont d’al lïorz endro ’vit her c’hlask e-unan.
Petra ’raje hon pautrig, nemet teurel e zam,
Ha redek endra c’halle ac’hane d’an daou lam ?
Hogen an teuz ha teurel e zac’h ivez dioustu
Ha dilammout war e lerc’h prim, d’ar pevar lam-ru !
Trouz e dreid a dregarne d’e skouarn, stankoc’h-stankañ,
Ha c’houezaden e c’henou a zeue warnezañ ;
Setu ma peg en e vleo sach-sach, ken e chom krak
Gant dorn an tasmant heuzus eur guchennad distak.