Mont d’an endalc’had

Pajenn:Ernault - Gwerziou Barz ar Gouet.djvu/53

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ



IV


AN TASMANT


―――


Alan, eur pautr triouec’h vloaz, ’n em zilas didrouzik
’Bars en lïorz ar maner, p’ edo ’n oll kousket mik;
Daou zac’h a oa set gantañ a gargas tenn gant frouez,
Hag heñ tapout en unan, ha kwit, da vont emez.

Dre ma kerze, gant e zac’h war e skoaz, daoubleget,
War dour uc’hel ar baroz hanter-noz ’n eus skôet ;
Deilh ar gwez bras, gant ar spont ’n em lakas da grenañ,
Ma teuas goad ’n e oazied pen-da-ben da yenañ :