Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
bras, ahont ; ne badont ket nemeur,an distera stokaden a zispenn ane, ewite da veza goall-bonner. Kals a boan ani eus bet o sacha va c’harg ; hag emaoun o c’hortoz unan bennak da rei eun taul skoaz d’iñ da vont ac’hann. — Eur pennadig goude, e teuas eun ael hag a sternias daou varc’h ous ar c’harr. Eun eil sel a zigouezas ive gant daou a gezek c’hoas ; hogen elaec’h o sternia gant ar re-all, e oe ous lost ar c’harr o stagas. — Genaouek zo ’hanout ! e teuas kerkent gant Fich-Fich, petra ’rez aze ? Daoust hag en eus den gwelet, aboe ’mañ ar bed, bed, kempenn eur c’harr erc’hisse ? ’Met ar re-ma ’gav gante, en o lorc’h fougeüs, e c’houzont an traou gwel- loc’h eget ar re-all ! —