Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
eun treust. An treust-se a oa bet e lagad eun den, fur war e venno, epad ma klaske-heñ lemel eur blouzen dious hini e nesa. Hogen elaec’h e zougen ahet, e talc’hent anezañ adreus entrezo. Piou en deus gwelet biskoas kemendall a zotoni ? a zonjas Fich-Fich ; hogen e tavas, hag e teuas da brederia : Efeiz, petra vern e pe du e ve douget eun treust, gant ma teuer a-ben d’her c'has elaec’h ma karer hep droug ebet ?… Ha ! setu eur wezen vras a zo etreze, ma ne daulont pled e stokint outi ! Hag e youc’has a-bouez penn : — Leket evez ous ar wezen, daou ael, leket evez, mar plich ! — Ne rejont van ewit e glevout, na distrei tam ebet diwar o hent ; ar wezen,