Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
ziskroge ket dious e venveg, ha na zistagas grik da bautr e vinaoued, a oe dao d’ezañ, gant eur c’hofad kounnar ha mez, mont d’e stal adarre.
N’oa ket azezet mat war e skaoñ, pa ginnigas d’ezañ e bautrig-micherour eur votez-ler nevez. — Petra eo ze c’hoas ? eme ’n autrou Fich-Fich gant eur zell spontus. Pitiaoul ! laret ’m a d’it hag em a, triouac’h kant gwech, dioall ne droc’hfes ket ken ledan ar boutou ! Piou a garfe prena eur seurt botez, n’eus netra ’met ar zol enni ? Kement a c’hourc’hemennañ a renk beza heuliet resis, anez … — Atoue, autrou, e teuas kerkent gant ar pautr yaouank, oc’h ober eur stouaden fentus, me