Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
Hag heñ, gant ar gorreen, rei eur barrad flipadou war gein ar bugel kæs.
Kanfarded a ræ anezo holl, ha kollerien o bara ; heñ avat na gase ket nemeur a dra da benn, pa n’helle ket chom eun eurvez sioul war e gador, nag eun hanter-eur zoken.
Pa oat o sevel eun ti nevez, e tiredas buhan da skei beg e fri e toull ar prenestou. — Setu, ’mezañ, emaint o lakat er mogeriou eur seurt kos vein-krag ruz, ar re-ze na zizec’hont ket agrenn ; den na vezo yac’h en ti. Ha sellit ’ta, peger fall e sav an dud-mañ ar mein an eil war egile ! Ar pri-raz ivez na dalv netra ; me welo, zur-mat, an ti-ze o koueza en e boull war an dud a vevo ennañ ! —