Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— Ganec’h oñ souezet, avat !
Evelse eo e komz e dat
Deus eur pautr yaouank a veuler
Hag a garer dreoll en ker ?
— Perak eta e teu e vrud
Da nijal stank dre c’heno ’n dud ?
Dre ’n eus tec’het, an traïtour,
O lezel trec’h gant ’n enebour ?
— Penaus ! n’ouzoc’h ket ? Ni zo trec’h !
— Ma Doue ! n’eo ket bet en tec’h ?
— Tec’het ’n eus ’wit mad e vroïs,
Neket d’ober d’e taul traïs