Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
Kased oñ digant roue Rom
D’ho konforti… — N’eus ked ezom :
Va mibien hena zo maro
’Vel ma tlient, ewid o bro ;
’Oelañ ket d’o c’holl enorus…
— Ar yaouankañ, ’vat, zo eurus !
A drugare Doue, ar paut
En deus bet eur chans-vat dibaut ;
Mi ’maes demeus eur risk ken bras,
Deus e vreudeur e talc’ho plas.
— Ayoul ’ve marv gant an daou all,
Araug ober eun taul ken fall !