Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— En em dronplañ a rit, siouas !
Ouspen triouec’h mil hen gwelas ! —
Dal ma ’n deus klevet, an tad kez
A zav ennañ eur goall-vroez ;
Gant eur vouez spontus, an den kos
A daul war e vab mil mallos :
— Koll omp ’ta gant e boeltroniez,
Tra didalvez, kalon heiez !
Den lausk, dizenor d’am bleo gwenn,
Mar teu d’em ziskouez d’iñ biken
Me lammo gantañ ar vue
En deus hirrat dre ’r goall-daul-ze ! —