Mont d’an endalc’had

Pajenn:Ernault - Gwerziou Barz ar Gouet.djvu/255

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


— Lazed e ho taou vap hena,
Tec’het ’n eus ’n hini yaouanka ;

Tec’het ’n eus ’n hini yaouanka,
Ken a renk Rom senti d’Alba !

— Eur mab d’iñ tec’het ! lazet daou !
Rom plegañ d’Alba ! ze zo gaou !

Pe hon mam-vro n’eo ket trec’het,
Pe an tri Horas zo marvet ;

Ha pa ve e zaou vreur lazet,
Hini ’bet ’ne n’en deus tec’het ;

Hini ’bet ’ne n’en deus tec’het,
Me oar pe voad ’verv ’n o goaziet !