Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
’N eil ous egile ; o daou rum
En eur strollad en em zastum,
’N em juntr a-herr ’n eur c’hrogad ter ;
Hag i c’hoari o c’hlezeier ;
Hag i ’n em sko, ’n em zrailh, ’n em fust
Adreus, ahet, gant tauliou rust,
O klask ’n em zispenn a beziou
Pe torri ’n hent d’o c’halonou ;
O skoejou arem stag-oc’h-stak
A daul fulennou, hag a strak ;
O zreid ponner o tankeal
Lak endro d’e da c’hournijal