Mont d’an endalc’had

Pajenn:Ernault - Gwerziou Barz ar Gouet.djvu/250

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


War o fenn peb a dok-houarn,
Ha klezeier en o daouarn,

Klezeier lem, blerimet splam ;
Hag en o daoulagad tan-flam,

A ziskuilh youl-grenv o c’halon
Da laza pe mervel heb aon

’Wit rei dismantr d’an ermeziad,
Ha da dud o bro kelou mad !


An tronpilh skiltr o tregarni
’Ra lammet ar vrezelidi