Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
Siouas d’eomp ! trubardet omp bet !
En douar fall, ’ma fall an et.
Goas-oc’h-gwas, kriz-oc’h-kriz ar bed ;
Diskiant eo neb n’her gwel ked.
Diskiant neb eas da gredi
E teuy da c’houlmed ar brini ;
Da gredi e vleunio biken
Lilïou war gouriou raden ;
Neb eas da gredi e koue
An aour melen deus beg ar gwe.
Deus beg ar gwe ne goue ’netra
Nemet an deliou sec’h na ra ;