Mont d’an endalc’had

Pajenn:Ernault - Gwerziou Barz ar Gouet.djvu/225

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ



kenta miliner

Atau ! koulskoude oe laret :
« Falla douar ar gwella et ;

Ar gwella ed, pa deuy endro
Ar roueou gos, da rena ’r vro. »

Ar roueou gos zo distroet,
An amzer gos n’he deus ket gret.

An amzer gos na deuy ket mui ;
Trubardet omp, siouas d’eomp-ni !