Mont d’an endalc’had

Pajenn:Ernault - Gwerziou Barz ar Gouet.djvu/206

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

O Jezus, bugul mat, hou pet chonj anehé,
Hag astennet hou torn é peb amzér dehé !

O speredeu eurus, o sent ha sentézed,
Ha hui, Rouañnéz en Nean, chomet geté perpet !
Reit dehé asistans én ou dobérïeu,
Reit dehé konfortans é ol ou zrebilheu.

O doar a Vreih-Izél, mem bro diskonfortet,
É pebéh mor a hloéz é ous té bet taulet !
Guéharal é oés braù ha lan a leùiné,
Bremen nen des énous meit kanveu ha tristé.

Ur vanden treiterion hemb fé hag hemb lézen
En des te zismantet ha lakeit peb eil pen ;