Pajenn:Ernault - Gwerziou Barz ar Gouet.djvu/205

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


O tud vat benniget ! men é ma oeit arzé
En amzér eurus hont ma me haveh bamdé
Eit kleùet konzeu Doué ha diskarg hou kalon,
Hag eit hou konfortein dré er gomunïon !

Ha ! mem bugalé keih, é pé stad é oh hui ?
Hui em goulen bamdé ha n’em havet ket mui ;
M’hou koulen a me zu, mes, o péh un druhé !
Ne hues ket mui a dad, na mé a vugalé !

O keih devedigeu, petra vou ahanoh ?
Ha più hou sekourou ? più e zougou bri d’oh ?