Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
Ken a lak kalon mab a Vreiz
Da huanada en e greiz.
— Piou eo da dad, va bugel-me, — piou eo ? —
— N’am eus hini nemet Doue ;
Kollet tri bloaz zo neb a oe ;
Va mam a oel o koun da ze.
— Na piou da vam, na pelec’h eo, — mabig ? —
— Kannerez, autrou, ’n hani eo,
’Ma hi duze gant an doaliaou.
— Na deomp-ni d’he chavout hon daou. —
Ha da beg e dorn ar bugel — arauk —
Hag he da zont trema ’r stivel ;