Mont d’an endalc’had

Pajenn:Ernault - Gwerziou Barz ar Gouet.djvu/198

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

Hag heñ war zouar ha war vor,
O klask kelou deus Azenor.

Klasket en doa warzu ’zav-heol — e wreg ; —
Klasket en doa warzu ’c’huz-heol ;
Klasket en doa warzu ’c’hreiste,
Er c’holern ivez he c’hlaske.

Pa zouare en enez vraz, — wardro, —
Eur pautrig eno war an treaz,
Hag heñ o c’hoari tal ar red,
O tastum kregin ’n e roched.

Melen e vleo, glas e lagad, — glas-mor, —
Henvel ous Azenor, avad ;