Mont d’an endalc’had

Pajenn:Ernault - Gwerziou Barz ar Gouet.djvu/180

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

Meulit-Hañ, heol, meulit-Hañ, loar,
O lugerni war an douar ;
Stered flam, kanit holl e c’hloar.

Bolz an nenvou, ken glas ha splan,
Koabrennou dour, skanv ha buhan,
Larit meurdez e hano glan.

Rak Heñ en deus eur gir laret
Hag an holl-ze a zo bet gret ;
Gant eur gomz en deus o c’hrouet.

Laket en deus krouadurien
Da badout ’veltañ da viken :
Tra na zav enep d’e lezen.