Mont d’an endalc’had

Pajenn:Ernault - Gwerziou Barz ar Gouet.djvu/179

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ




XXI


ALLELUIA


Psalm CXLVIII


――――
Bonum est confiteri Domino, et psallere
nomini tuo, Altissime. (Ps. XCI.)
Mad eo meuli ar Meurbed-Uhel,
Mad eo kana d’e hano santel.


Meulit an Autrou en nenvo ;
Meulit-Hañ kaer, o c’houi a zo
Uhel, uhel ’n e splanderio !

Meulit Doue, an oll Æled ;
Ra vo meulet ha kanmeuled
Gant e holl arme askelled.