Mont d’an endalc’had

Pajenn:Ernault - Gwerziou Barz ar Gouet.djvu/103

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


Ind ker stenn agent, ker ret,
Moénet e oent, ha tretet !


Fanchig Kouér, dihun erhat,
E frot é har, é legad ;

Get un nadoé, un neden,
E auz é zeu sah aben ;

E dolp én hé edenneu
Strèùet a glei, a zéheu ;

Hag ean deugrommet, perùeh
Ar é giz chèr gran gunéh ;

Er ré ahoel, ’oé chomet
Arlerh loñned arloupet ;

Pep sort loñned arloupet
Èl el logod, er rahed ;