Mont d’an endalc’had

Pajenn:Ernault - Gwerziou Barz ar Gouet.djvu/102

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


I ken tenn agent, ken reut,
Pegen moan ha treut oant deut !


Fanchig Kouer, dihunet mat,
Trot e vorzed, e lagat ;

Ha gant nadoez ha neuden,
Dreusañ pep sac’h, ken-ha-ken ;

Dastum enne edenno
A oa fotet tro-war-dro ;

Ha daoubleget, war e giz,
Mont da zerri ’r greun gwiniz

A oa bet d’ezañ lezet
Gant pep sort loened naoniet ;

Gant pep sort loened naoniet,
Evel logod ha razet ;