Pajenn:Donroë - Eur Breizad er C’hanada, 1933.pdf/8

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
6
EUR BREIZAD ER C’HANADA

zo ha diskulia d’an estren. Troïdigez an Ao. Vallee a zo eur prenestr ouspenn digoret d’ar vrezontegerien war ar bed, eur skrid testeniekaüs — ar c’henta hini a zo en hor yez — d’an divrôerez breizek er broiou tremor. Hag en tu-hont da ze, enn eus fiziañs e vezo talvoudus-bras al levr nevez-mañ d’ar studierien war ar brezoneg, zoken d’ar re a oar a-benn bremañ ar Yez. Evidoun-me, ec’h anzavan em eus desket kalz ouz hen skriva diwar gomz an Ao. Vallee.

Er stagadennou a zo e dibenn al levr-mañ e kavo al lenner eun taolennadur eus pinvidigeziou ar C’hanada d’ar mare end-eeun ma skrive Donroë e lizerou. An taolennadur-ze a zo savet diwar al levriou en deus kaset d’eomp.

M. M.