Pajenn:Donroë - Eur Breizad er C’hanada, 1933.pdf/7

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
ALI D'AL LENNER
————

E-pad an XIXvet kantved hag e penn kenta an XXvet, kalz a Vrezoned a zo aet da ober o annez da vat er broioù tremor, Amerika[1], Afrika, Okeania. Stankoc’h c’hoaz eo ar Vrezoned a zo bet galvet dre zleadou o c’harg da obor chomadou hir er broiou-ze evel misionerien, medisined pe ofiserien a vor[2]. Hini ebed anezo avat n’en deus tezet, en eul levr skrivet e brezoneg reiz, danevell e weladennou, e zeskadennou hag e skiantprenadennou[3]. Setu perak em eus goulennet digant an Ao. Fransez Vallee endevout ar vadelez da drei e brezoneg pennadou eus al lizerou kaset d’in e-pad ar bloaveziou 1921-1923 gant eur Breiz-Uhelad aet ez vihan da chom er C’hanada. Eun den Speredek ha desket e oa an Ao. F. L. T. Donroë, hag, ouspenn, eur Breizad eus ar gwella, leun a garantez ouz e vammvro Vreiz hag ouz ar vez anezi, ar brezoneg. Meur a gentel a zo da denna eus e lizerou evit ar re a gar prederia war ar pez a lennont. Dont a ra gantan a-zivout ar C’hanada traou a ve aner o c’hlask el levriou skrivet gant ar veajourien eus Europa n’o deus graet nemet tremen dre an

Dominion, traou lui na gar ket Kanadiz o-unan komz ane

  1. Sellit ouz ar pennad Breiziz en Amerika er stagadennou a zo e dibenn al levr-mañ.
  2. Ibid. Breiziz er broiuu tremor (Afrika, Azia, Okeania).
  3. N’emañ ket kont amañ ganen eus ar veajourien vrezon n’o deus graet nemet trem en dre eur vro hep gallout studia netra enni, evel Kloareg ar Wern e Palestina hag e Bro-Saoz, na kennebeut-all eus ar re a zo aet betek touezia romant en traou gwirion a zanevellont eveil Ab-Sulio en e eñvorennou Madagaskar. Kloareg ar Wern en deus embannet Ma beaj Jerusalem (Sant-Brieg, 1903) ha Ma bea Londrez (1910 ; brezoneg hemañ n’eo ket ke/kouls ha brezoneg egile). Ab-Sulio en deus embannet Seiz vloaz e Bro ar Vorianed (Brest, 1929).