Mont d’an endalc’had

Pajenn:Dizanv - pedenn levr.djvu/90

Eus Wikimammenn
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ
— 89 —

Heman a gresq he daero, he binijen, he bedenno, ha Mari a apares dean evit an eil goech, en eur laret : bes en joa, Theophil, rag presantet em eus da Zoue da daero, da bedenno, ha Doue a neus da bardonet. — O ! neo qet avoalc’h, Guerc’hes, evit ma asuretin, eme Theophil, rag an droug speret a neus c’hoas ar scrit malurus dre behini em oa ho nac’het : na mo peuc’h ebet quen ma vezo rentet d’hîn. — Tri dez goude, Theophil en eur difunin a gav ar scrit voar he beutrin. An dez voarlerc’h pe oa an Escop an Ilis, Theophil ac’h eas da enem strintqan d’he dreit, ha dirag an oll, e tisclerias pes a nefoa groet, hag ar pes oa aruet gant-han. Erfin a roas d’an Escop ar paper dre behini a nefoa nac’het Jesus ha Mari. An Escop dirag an oll a reas hen devin : neuse Theophil a zistroas da Ilis ar Verc’hes, ha goude bean tremenet eno tri dez, e varvas en eur drougarecaad Jesus ha Mari.


PEDEN.


O Mari, c’houi pehini a neus qemeret