Pajenn:Dizanv - pedenn levr.djvu/91

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 90 —

eur loden qen bras en silvidiges ar bed, c’houi pehini a so dor an envo, tresorieres graso Doue, o ne scuiset qet ous ho scuil e voarnomp ! Evit ho meritout, n’hîn a bromet d’ac’h a vreman respet evit hoc’h uelder a Rouanes, carante evit ho teneridiges a Vam, ha fians evit ho haqet d’hon sicour.




PEVARZECVET DEVEZ


————


Eia ergo advocata nostra.


Mari a so hon advocadez.


Atolite eur vam a so qen bras, qen nerzus dre lezen an natur, qen nal qet eur bugel, neus fors pegen huel a ve savet en dingniteo, manqan d’ar santimancho a respet, a garante, hag a soumision d’he vam, hep manqan er memeus amser da unan deus he vrasan deverio. Herve qement-man, Jesus--