Mont d’an endalc’had

Pajenn:Dizanv - pedenn levr.djvu/70

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 69 —

nos na nefoa qen nemet eun neubeut a heurio da vevan. Neus fors, fuloret ha scouis o oelet eur beleg dirag han, e lavar d’hîn : enem dennet a c’han, chomomp peb hini en he dy, ha difen e ran d’ac’h donet aman d’em jenîn ha da derrin dîn ma fen gant an hevelep comjo.

Enem den a ran, ma c’halon beuet a dristidigez o sonjal penos en ber amser ec’h e eun ine en tuont da goean en ifern. O retorn, pe oan aru voar dro eur c’hart leo deus ty an den clanv, ma speret bepret ocupet deus ar pes a deuen da oelet, e teuas em sonj penos ar Verc’hes e oa pedet en’he c’hilis en Paris dindan an hano a refuj ar bec’herien. Enem adresin e ran eta d’ar Vam vad-man gant an oll devosion deus a bec’hini a oan capabl, en eur laret, en creis an noz, hag en creis ar parco, ar pedenno-man : O Mari, beet sonj penos na neus qet biscoas clevet laret a vec’h bet biscoas pedet en voen. Laret a ris ive alies : Mari, refuj ar bec’herien, pedet evidomp. Erfin, ec’h achuis dre ar beden-man : O Mari, mar eo guir, evel a neus lavaret unan deus ho prasan servi-