Mont d’an endalc’had

Pajenn:Dizanv - pedenn levr.djvu/61

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 60 —

tout a so eet voar ho daoulin, ha me a neveus groet evelt-he. Ha ! honnes e oa ar voech qentan dîn aboe eis vloa oa da vonet voar ma daoulin. Pa gomansas litanio ar Verc’hes, ec’h anaveis a neze : na beden qet, na allent qet hen ober, boulverset oa ma speret : couscoude pa oa canet refugium peccatorum, refuj ar bec’herien, e lavaris ive : refuj ar bec’herien, pedet evidomp : alies memeus a lavaris-se hag e seblante dîn bean muioc’h tranqil, muioc’h en peuc’h. Pa oa achu an ofis, an dud tout enem dennas hep gout dîn : chomet a oan mac’h-unan voar ma daoulin pere e oa evel stag ous ar pave, ha chomet a vijen marteze enno pelloc’h, panevert e teuas eun den da laret dîn penos ec’he an dorejo da vean serret. Aru ar ger, na gousqis banac’h en pad en noz : tremen a ris bars ma speret ma bue aboe eis vloa, hag he c’haad e ren mezus, criminel, hag abominabl. Abuset em eus deus a oll graso Doue ; douget em eus an dishinor en cals a famillo ; toret am eus lesen Doue ; meritout a ran he goler. Qeun am eus, mez hag euz am eus deusîn mac’h-unan : c’hoant am eus da gonduîn