Pajenn:Dizanv - pedenn levr.djvu/62

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 61 —

eur vue all, eur vue gristen ; mes hag hen gallout a rafen ? Ha deurveîn a reio gant Doue ma fardonin ? Ar spont-se a disec’h ac’hanoun. O ma zad, ma na pije qet laret dec’h ar girio-man : couraj ha confians, bet so, en noz tremenet, momejo en pere na oaran qet petra a mije groet a c’hanoun mac’h-unan.

Pa nefoa an den ioanq achuet da goms, me neuse, evit rentan de-han ar gonfians en Doue, hag evit hen assuretîn a beurs Doue deus he bardon, neus fors pegen fall oa bet he vue diagent, e laris de-han : credin ran qen fermamant penos a neus c’hoant Doue d’ho pardonin, evel ma credan penos a so eun Doue ; hag eur merq dimeus ar pes a laran d’ac’h, eo e ra Doue d’ac’h breman goelet ar stad trist deus ho pue : ho conversion a so deja comanset, evit he finissan, Doue na c’houlen diganac’h nemet ma rafac’h eur govision vad : angajin e ran ac’hanoc’h d’hi c’homans ractal. — Mes na allan qet, na noun qet enem breparet, na ouarfen qet penos enem gemer.

Na pezet qet aon ; me ec’h a d’ho sicour : comansomp, et voar ho taoulin. — Qen lies