an discadures christen em oa bet, en em bresantas em speret, hag a reprochas din ma goal vue : ar sonj-se pehini a nije gallet ma arretin, me a neus-hi beuet en eur mor a grimo. Aru ec’h oun en eur poent en pehini na meus santimant ebed deus ar mad na deus an honestis. Dec’h divean e oan bet avoultrer, ha goude eun hevelep abominasion, ec’h en c’hoas da glasq ocasiono all, pa dremenis dre gichen hoc’h Ilis : cleout e ris canan, hag o oelet cals a dud oc’h antren, me ho c’heuillas. Souezet e ouis o oelet pegement oa a dud : ar gan a res impression vras e voar noun : c’hoant em oa da avans en scroec’h an Ilis, en tu deo, pelec’h e oelen cals a c’holoio allumet : gant cals a boan ec’h aruis ebars er chapel a dal d’ar gador sarmon : ma desir oa goelet ar pes a dremene eno ha monet ec’hane goude ; mes eun escop a bingnas ebars ar gador ; coms a re mad : hen chilao a ris mes gant nebet a interest ; c’houi ive goude, ma zad, a lennas eur lizer deus a beurs eun den ioanq neubeutoc’h coupabl evidoun, pehini, scouis deus he vue libertin, ho pede da laqet goulen he gonversion
Pajenn:Dizanv - pedenn levr.djvu/59
Neuz