Pajenn:Dizanv - pedenn levr.djvu/58

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 57 —

refuset netra d’em goal fasiono ; euz em eus deus ousîn mac’h-unan : prest ec’h oun da goean en disesper, merag am eus c’hoas eun nebeut a esperans, ha-ze aboe em eus clevet ac’hanoc’h, dec’h da nos en Ilis-man. Deud ec’h oun da c’houlen diganac’h mar hellan esperout penos e teurveo Doue pardonîn din eur vue qen chadennet a grimo ; hag evit mac’h elfet jujan, me ho ped da chelao an histoar deus ma bue hag ar pes a dremen enoun breman.

Ganet ec’h oun bet en eur vro estranjour, dimeus eur famill pinvidig ha distinguet : bet ac’h oun istruet ha savet mad. D’an oad a ugent vloa, e c’houlennis dont da Baris ; ma c’herent a acordas dîn ar bermision ; hag evit ma difreio en Paris, e rejont din, bep bloa, eis cant scoet, en eur lavaret, e oant contant da reîn ouspen evit ma c’haljen bevan herve ho renq. Qent evit dont da Baris enem gonduen erfad ; mes leset dîn mac’h-unan, na daleis qet da enem goll, ha da goll re all. Ma zad, aboe eis vloa so, ma bue a so bet eur vuiad a disurjo. Acordet e meus bet din bepret ar pes a desire ma fasiono. Er c’homansamant