Mont d’an endalc’had

Pajenn:Dizanv - pedenn levr.djvu/56

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 55 —

bec’herien. Antreet eta er lec’h-se a repos evit iac’haat ar goulio a neus groet ar pec’het d’oc’h ine. Scoet eta, eme sant Basil, voar an or deus an hospital-ze, da laret eo, gant ho peden, scoet voar galon Mari, ha na golet couraj, sulvu eo ho coulio digor ha tanaillus, sul vuanoc’h Mari a deuio d’ho sicour, rag evit ar brasan miser e deus er brasan true ; neuse Mari, evel eur medesin charitabl, e lemmo an breinadur deus ho couliou, a laqeo ioul voar ar c’hic ru, hag en plas ar gouli na chomo nemet ar c’hrezen : da laret eo, Mari a netao ho calon deus ar pec’het, a scuillo e voarn’han an ioul deus ar gonsolation, hag en plas ar remors, e rei disqen an dousder hag ar peuc’h en ho consians.

An tado santel deus an Ilis na scouisont qet o tougen ar bec’herien da laqet ho esperans en Mari, hag evit-se, e roont de-hi an hanoio muian nersus evit excitan hon fians. Sant Laurans a c’halv Mari : esperans an dud coupabl ; sant Ian Damascen : esperans an dud desesperet ; sant Augustin : esperans ar bec’herien ; sant Ephrem : silvidiges an dud prest da veuin ; sant Ber-