Pajenn:Dizanv - pedenn levr.djvu/57

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 56 —

nard : sqeul ar bec’herien evit mont d’an env ; erfin sant Ian Chrysosthom o coms en hano ar bec’herien a lar : nîn ho salud, Mam da Zoue, hag ive hon Mam, c’houi, Tron, divoar pehini Doue a scuil e voarnomp he c’hraso, intercedet evidomp dirag Jesus, evit mac’h elfomp dre ho pedenno obten pardon en de ar jujamant hag ive ar gloar hep fin.


EXEMPL.


(Arc’h-Breuriez, eil caier, pajen 114.)


Eur lun deus a vis guengolo 1842, da eis heur deus ar beure, eun den ioanq caer, ha guisqet en eur feson meurbet pinvidiq, a deu d’em c’haad ebars er seqeteri : he daoulagad hanter seret, ec’h oul coms ousin en particulier : antreet em c’habinet e lar : ma zad, bean ec’h eus dirazoc’h eun den malurus carget a bep sort falagries ; pehini a so enem rentet coupabl a bep sort crimo a enep Doue, hag a eneb an dud. Aboe eis vloa so a conduan ar vue ar muian louz hag ar muian direis ; na meus