mandas d’ar pedenno a ve groet en Ilis ar Verc’hes en Paris evit distro ar bec’herien. Ar sul, an daouvet voarn ugent deus a vis qerzu 1840, neubed a deio goude ma oa bett pedet evit-hi, ar plac’h-man, evit ar voech qentan aboe tri bloa, a laras d’he mam, penos nac’h houle qet mont da enem recrein en de se, ha penos ec’h e da dremen an abardeves gant-hi. He mam estonet na lavar netra de-hi voar gement-man, discoîn e ra de-hi hepqen he c’hontantamant. Ar plac’h ioanq e oa trist. Quent an amser da goangnan, e laras d’he mam penos na debje qet ha penos ac’h e da gousqet. Diou heur goude, ar vam ec’h a da gamp he merc’h evit gousout pe e oa cousqet, pe hi e oa clanv. En eur antren, a oel an ne-hi, he fen pleget voar eun doll pehini a oalc’he gant he daero dreist vusur. Goulen e ra digant-hi pesort oa he foan. — O ma mam, eme ar plac’h-man, na n’houn qet clanv, mes bean houn meurbed malurus : pegement a diferans hag ha chanchamant e so en houn-me aboe hepqen tri bloa so ; hag aboe nam eus qet tanveet eur momet a vuir evurusdet. Pegement a droug na meus me
Pajenn:Dizanv - pedenn levr.djvu/52
Neuz