Pajenn:Dizanv - pedenn levr.djvu/51

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 50 —

eta Doue, abalamour d’hon fec’hejo, d’hon pellaat diout-han, beomp disposet da ober evel sant Bonavantur : da enem doll ous treid ar Verc’hes, ha da chom eno qen ma defo obtenet hon fardon, rag bean eo ar vam a visericord, hag he zrue evidomp a disarmo coler he Map. Distroet eta, Mari, e voarnomp ho taolagad leun a deneridiges, rag nîn a laca en oc’h hon oll esperans.


EXEMPL.


(Levr Arc’h-Breuriez, pajen 460.)


Eur vam vertuus ha pinvidic meurbet a oele gant tristidiges penos he merc’h oaget a naonteq vloa, pell da enem gonduin herve he renq ha herve ar furnes, enem lese da vonet aboe an oat a bemseq vloa da eur vue pehini na re qet esperîn cals a vad a ne-hi. Beteg an oat a bemseg vloa e oa bet devot ha modest ; mes ar sqanvadures hag ar plijadureso pere a goll qement a dud ioanq a reas de-hi dilesel en ber amser an oll bratiqo deus ar relijion. Evit obten he c’honversion, he mam he reco-