Mont d’an endalc’had

Pajenn:Dizanv - pedenn levr.djvu/50

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 49 —

abalamour d’he c’halite a Vam da Zoue, a so biniget gant Doue, pehini a gemer eur blijadur vras da henorin, ha da huelaat ar Verc’hes, a beurs pehini Doue a neus resevet muioc’h a c’hloar evit a beurs an oll aele hag an oll dud assambles. C’houi eta, Mari, a so hon esperans, rag, e me sant Augustin, gallout a ret obten tout digant Doue : rag eme an den savant Berlarmin, gallout a ret obten evidomp digant Doue ar pes na alfem qet dre hon fedenno on’h-unan. Ia, Mari, nîn ho salud gant an Ilis : ar vam deus hon esperans ; gant sant Ephrem : an esperans deus hon ineo, refuj ar bec’herien, silvidiges ar bed : hon sicouret eta, Mari, rag, goude Doue, hon esperans a so en oc’h hepqen. C’houi, ô Mari, eme sant Jermin, a so ar gonsolation an eus roet Doue dimp ; c’houi a ren a c’hanomp en hon beach er bed-man ; c’houi a so hon ners en hon sempladures, hon finvidiges en hon faourante ; c’houi so an ioul evit hon gouliou, ar soulajamant en hon foanio ; c’houi e ra terrin hon chadenno ; c’houi so hon fatrones, hon bue, hon esperans, hon silvidiges hag hon souten. Ha pa deufe