Pajenn:Dizanv - pedenn levr.djvu/35

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 34 —

spirituel deus pec’hini a meump esom evit resistan ous adversourien hon silvidigez, a lavar dimp : ma servijourien, deut d’em c’haad, me a meus resevet digant Doue an ners pehini a vanq d’ac’h, hag hen resevet e meus evit hen distribuin d’ac’h : an ners-man a greao ho sempladurez, domisaat e rei ho coal inclinationo, ober a rei d’ac’h ren e voar neze, ha meritout ren evit james an env.

Er Scritur santel Mari so comparajet eus eur voeen gaer deus pehini ar branqo hag an deliou a deu da abritan ar beajourien ; Mari ive a asten he frotegsion voar he servijourien evel eur vantel pehini a deu d’ho discheolîn enep ar broutac’h deus ho fasiono, ha pehini a aret ar biriou deus an droug speret. Ineo paour, petra eta e sonjet-hu pa enem dennet deus dindan mantel Mari, da laret eo, pa dilezet an devosion en-hi c’henver ? Ha ! cresqet-hi qentoc’h, rag ar pes a eo an dic’heladen dan den, Mari a dle bean d’ar c’hristen : lemmet an aelen digant an den, hep dale e coll ar vue : lemmet ive digant ar c’hristen an devosion evit Mari, hag e peo lemmet digant-han bue ar c’hras,