Pajenn:Dizanv - pedenn levr.djvu/34

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 33 —



C’HOEC’HVET DEVEZ.


Mari a so hon bue abalamour ma c’hobten d’imp ar c’hras deus ar berseverans.


Ar berseverans a so eur c’hras extraordinal abeurs Doue, gras, e lavar d’imp ar C’honcil santel dimeus a Drant, pehini na ellomp qet meritout dreomp hon c’hunan : mes evel ma tisq d’imp sant Augustin, ar berseverans so accordet da nep he c’houlen ; hag herve an Doctor Suarez, ar c’hras-se a dle bean goulennet bemde evit bean obtennet bemde. Pa eo certen penos an oll graso a resevomp digant Doue, a dremen dre daouarn Mari, ar voien facil evit obten gras ar berseverans eo enem adressin da Vari pehini he fromet d’he guir servijourien. Mari en eur gonsiderin deus eur peurs hon sempladures, ha deus eur peurs all an ners