e lar da Zoue : o beet true ouzin : qemer e ra voar nezi ec’h unan hon fec’hejo, hon foanio, na biscoas Doue na neus refuset da Vari he mennat. Ho ! ma comprenfe an oll bec’herien ar vuirionne-man ; gant pegement a fians na defent-hi qet recours da Vari. Hi a so ho mam, hag ho mam disposet d’ho chelaou, da intercedin evit-he, d’ho c’hunanin gant he Map, rag he diou vrec’h a so bepret digor evit reseo ar bec’herien, hac ar bec’herien ar muian abandonnet.
Len a reomp ebars ar Scritur santel penos eur vroeg deus a Dhecura enem bresantas dirag ar roue David hag a adresas dezan ar c’homjo-man : « Otro, bean e moa daou vap : qemer e rejont disput an eil ous he gile, unan a lac’has e vreur, ha breman an hini a so chomet beo, e so dindan dorn ar justis, ha me, pehini e meus bet ar maleur da goll eur map, a so voar ar poent da vean privet dimeus ma bugel all : beet eta, Otro, true ouzin, ha na bermetet qet a ve lemmet heman c’hoas diganin. » David