Pajenn:Dizanv - pedenn levr.djvu/25

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 24 —

touchet beteg an daëro, a roas urs da laqat en liberte ar bugel muntrer ha d’hen reîn d’he vam.

Chetu aze ar pes e ra Mari evit ar pec’her pa oel Doue prest d’hen punisan. Evel ar vam-ze deus ar Scritur santel e lar da Zoue : bean e moa daou vugel, Jesus hag an den, an den a neus laqet Jesus d’ar maro, ha breman ho justis ec’h a d’em frivan dimeus ma bugel all : O ma Doue, a c’hoant a pe da lemel c’heman diganîn pa eo guir e meus collet he gile ! O nan, serten, Doue na gondaono bigen eur pec’her pehini a neus recours da Vari, rag Doue ec’h unan a neus roet Mari de-han evit Mam, ha na all refus netra d’he feden.


PEDEN.


Leromp eta da Vari gant sant Bonavantur : O Guerc’hes hon Mam, bean ec’homp pec’herien, mes enem adressîn a reomp d’ac’h ; intersedet evidomp dirag ho Map ; hon fians a so en’oc’h, hag en despet d’hon fec’hejo ec’h esperomp monet d’ho meulin da viqen gant hon breudeur pere, evel nîn