Pajenn:Dizanv - pedenn levr.djvu/238

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet


Mari leun a c’hraso,
Conservet en hon bro
Ar peuc’h, an union,
Ar guir relijion.

An andret (N***)
Pere a ra ho miz
Beet trugarezus,
Prinses carantezus.

Dre c’hras ho Map Jesus,
O Guerc’hes glorius,
Ni vezo curunet
Eun dez gant an Dreindet.




AR PEC’HER OUS TREID AR VERC’HES.


Ton : En tal ho croas, leun a anqen.


Eur pec’her c’hoas a so stouet
Ous ho treid, mam a drue ;
Meur eveltan hoc’h eus salvet
He sauveteït ’velte ;
        Mari ! Mari !
Chelaouet ouzîn, me ho ped,
Scouis oun, scouis oun o pec’hi.

Mez am eus deus ma disurjo,
C’hoant am eus da chanch bue,
Piou a doro ar chadenno
Pere a dalc’h ma ine ?
        Mari ! Mari !
Nerz a fell d’in deus an Envo ;
Mæs piou he obtenno d’in ?

Bean’m oa abeurs ma Autro
Eun æl evit ma miret,