Entre an env an douar, ar peuc’h a zo zinet
Anonset gant an æle pa deus Jesus ganet.
Merc’h eo d’an Tad eternel, Mam da vuir Vap Doue
Priet d’ar Speret-Santel, Rouanes d’an æle.
Hadan e ra ar fleurio en calon nep hi c’har
Produîn ra vertuio pere gondu d’ar gloar.
Dindan ho protecsion, Mari, me a laqa,
Ar rest dimeus ma bue, de ma heur divea.
Mari, pegen bras e
Plijadur an ine,
A vev en gras Doue
Hag en ho carante.
O Guerc’hes biniget,
Mam da Zalver ar bed,
Hon refuj, hon sicour
Enep peb adversour.
Ho moez, Guerc’hes Vari
A drec’h en meulodi
An oll veulodio
Deus ar zænt en Envo.
Ho moez leun a zousder
A so vit ar pec’her
Eur sourcen a vue,
An or dimeus an Ee.
Rouanez an envo,
Roet d’hon ineo
An dousder, ar ferveur,
Alc’hoe ar guir boneur.
Guerc’hes Mam da Jesus,
Hon rentet vertuus :
Pa vo fm d’hon bue
Hon c’honduet d’an Ee.
En goele hon ine,
O mam a garante,
Gravet don ho c’hano
Hon c’harget a c’hraso.
Guerc’hes, patrones Frans,
Hom mam, hon esperans,
Sicour ar gristenien
Deurveet hon difen.