N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ
Pedet, Mari, pedet, ha Jesus ho chelaouo,
Jesus accordo d’în da reposi em bro ;
Hag, evurus genac’h, ha dre ho sicour, Guerc’hes
Neuse ar pec’her paour ho meulo da james. bis.
CONSECRATION D’AR VERC’HES.
Deut oll, bugale da Vari,
Dirag he aoter hirie,
Deut d’en em gonsacri dezi,
’Vid ar rest deus ho pue.
Ha calon Mari
A rei d’ac’h he zensorio :
Rag an neb he servijo,
Biqen na vo dilezet gant-hi.
Mari, Mam santel,
Ni a ro d’ac’h hon c’halon
Ha, dre ho protection,
Da Jesus ha d’ac’h ni vo fidel.
C’hoas e clasqo an drouc speret
Soupren hon sempladurez ;
Nag a laçou a so stignet
Gant-han var hend ar furnez !
Guerc’hes galloudus,
C’houi a deuio d’hon souten,
C’houi vo hon sclerijen,
Hag hon c’hunduo bete Jesus.
Mari, Mam santel, etc.