Pa dei ous ma guele ’bars ma momet diveza,
Qerent ha mignouet da bedi’n eur wela ;
Pa lavarin deze : qenavo gant an ælez !
Evit eur pec’her paour pedet, pedet Guerc’hes. bis.
Pa gommanço ma goad da sclaça ’bars ma mempro,
Pa redo var ma zal c’houezen ien ar maro,
Pa vezin var ar poent da guitad oll draou ar bed,
Evit eur pec’her paour pedet, Mari, pedet. bis.
Pa n’allo qen ma zeod, ien, sclacet gant ar maro
Hoc’h invoqi, Mari, na lared ho hano ;
Pa n’allîn qen sevel ous an env ma daoulagad,
Evit eur pec’her paour pedet, Mam douç ha mad. bis.
Pa n’allin qen goalc’hi gant abondanç ma daërou,
Na dre ar binijen effaci ma c’hrimou ;
Pa n’allin hirvoudi na sqei var boul ma c’halon,
Evit eur pec’hev paour, Mari, goulet pardon. bis.
Pa goezo deus ma dorn imaj ma Doue maro,
Pa scuillîn varnezan ma diveza daëro,
O veled he gorf sacr gouliet gant ma fec’het,
Evit eur pec’her paour, pedet, Mari, pedet. bis.
Pa laro ar belec : ine, les’t ho corf mortel,
Et da ved ho Toue, et, et, ine fidel,
En hano d’an Drindet, d’an Tad, d’ar Map, d’ar Speret.
Evit eur pec’her paour pedet, Mari, pedet. bis.
Deut, deut da viniga, pleget a-uz d’am guele,
Ma momet diveza ; qemeret ma ine,
Cunduet-hi d’ho Map, goulennet graç evit hi,
Evit eur pec’her paour intercedet, Mari. bis.
Pajenn:Dizanv - pedenn levr.djvu/227
Neuz
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ