Mont d’an endalc’had

Pajenn:Dizanv - pedenn levr.djvu/203

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

beus corupsion ! Pebeus disurs en he gondu ! Pegen bras blasfemo a losq enep Doue hag ar Verc’hes ! spouronîn e ra ar re a so en dro de-han ! »

Pa nefoa an itron roet da c’hanavout stad ar c’hlanvour, an tad misioner a roas de-hi medalen ar Verc’hes en eur recommandîn he reîn d’he breur, ha penos ec’h aje d’hen goelet hep dale.

Mont e ra, ha pe antre er gamp, a lerer de-han penos ar c’hlanvour a so ebars an disesper ar muian spontus : tostaad e ra d’he voele : he visaj oa euzus, he zaoulagad rufuloret, hag he geuzo goad oll ; rag na baoueze qet d’ho zroc’han gant he dent.

An tad gant douster hen galv dre he hano ; coms e ra de-han deus a vizericord an Otro Doue en qenver ar pec’her, deus ar pes a neus groet Jesus evit hen salvin, hag er memeus amser e presant de-han ar c’hrusifi, hag hen ped da boqat da imaj he Salver pehini a neus deurveet mervel voar ar groas. Neuse ar c’hlanvour a ra eur zel a dreuz ous ar c’hrusifi, hag ar pes a so fourmus da laret, crachat e ra en bisaj Jesus, hen pellaat e ra gant he zorn, en eur laret : « Na c’hou-